Kenfeurelezh

  • Anavezout an degouzheioù a genfeurelezh pe get.
  • Diskoulmañ en ur implijout ar pedervet kenfeurel.
  • Diskoulmañ gant an dregantadoù.
  • Kenefeder kenfeurelezh.
I
Termenadur
Termenadur 1 :
Un daolenn genfeurelezh a zo un daolenn a c'haller tremen eus al linenn gentañ d'an eil en ur liesad atav dre ar memes niver anvet kenefeder kenfeurelezh.
Skouer 1 :
Gwerzhet eo an esañs hep plom 1,34 € dre litr. Kenfeurel eo ar c'hementad a esañs gant ar briz.
Un daolenn genfeurelezh a zo neuze :


II
Peurleuniañ an taolennoù kenfeurelezh
Skouer evit displegañ an doareoù.
Sed aze un daolenn genfeurelezh da beurleuniañ.

A
Tremen dre an unanenn
Dindan 4 eurvezh e redomp 10 km.
En 1 eurvezh e redomp neuze 4 gwech nebeutoc'h a hed da lâret eo 10 : 4 = 2,5 km
Dindan 6 eurvezh e redomp neuze 6 gwech muioc'h eget en 1 eurvezh, da lâret eo $2,5 \times 6=15$ km
Evit diverañ :

B
Gant ar c'henefeder kenfeurelezh
Klasket e vo dre beseurt niver ez eo ret liesad 4 evit kaout 10. $4 × ... = 10$. An niver ${10 \over 4 } = 2,5$ eo.
$6 \times 2,5=15$

C
En ur implijout perzhioù an taolennoù kenfeurelezh
Perzh 1 :
Gant an taolennoù kenfeurelezh e c'haller :
- liesad/rannañ ur golonenn dre un niver
- sammad/lemel kolonennoù etreze.


D
En ur implijout kevatalder al liesadoù kroaziet

Gervel a ran $a$ an niver klasket.
Un daolenn genfeurelezh eo neuze ez eo kevatal al liesadoù kroaziet.
$4 \times a=10 \times 6$
$4 \times a=60$
$a= {60 \over 4}$
$a = 15$
Gallout a reomp skrivañ war-eeun $a={{10 \times 6} \over {4}}= 15$
Skouer 1 :
IV
War ur steuñv
Termenadur 1 :
War ur steuñv ez eo kenfeurel an hirderioù gant an hirderioù gwir.
Ar c'henefeder a servij da vont eus an hirderioù gwir da hirderioù ar steuñv (embannet gant ar memes unanenn) a zo anvet skeul ar steuñv.
Skouer 1 :
Ar skeul 1/5000 (ou $1 \over 5000$) a zo gant ar gartenn amañ e-kichen.
An dra-mañ a dalv ez eo an hirderioù gwir 5000 gwech brasoc'h eget reoù ar steuñv.
Neuze, 1 cm war ar steuñv a zo 5000 cm en gwirionez, pe 50 m.


V
An dregantadoù
Termenadur 1 :
Un dregantad a $t$ % a dalv ur feur a $t \over 100$.
Lakaat ur feur $t$ % d'ar c'hementad a zo kement ha jediñ $t \over 100$ eus ar c'hementad-mañ.
Skouer 1 :
En ur c'hlasad 30 skoliad, 20 % eus ar skolidi o deus dibabet al Latin
Jedet e vo neuze $20 \over 100$ eus $30$ :
${20 \over 100} \times 30 = 0,2 \times 30 = 6$
6 skoliad o deus dibabet al Latin.
Termenadur 2 :
Kavout un dregantad a zo kement ha reiñ ar feur gant an anver kevatal da 100.
Skouer 2 :
Ur vantell a gouste 146 € ha kresket eo bet ar briz eus 29,2 €. Petra eo dregantad ar c'hresk ?
Feur ar c'hresk a zo $29,4 \over 146$.
Met ${29,4 \over 146 }= 0,2 = {20 \over 100} = 20$ %
Priz ar vantell a zo kresket eus 20 %.


Gallout a reomp implijout un daolenn genfeurelezh ivez :


Skouer 3 :
Perzh 1 :
Kreskiñ ur briz eus $p$ % a zo kement ha liesad dre $(1+ {p \over 100})$
Digreskiñ ur briz eus $p$ % a zo kement ha liesad dre $(1 - {p \over 100})$
Skouer 4 :
Prizioù an tredan a zo o vont da greskiñ bep bloaz eus 6 %. Ar familh DUDU a bae
108 € tredan dre vloaz, pegement a baeo a-benn daou vloaz ?
A-benn ur bloaz : $108 \times (1+ {6 \over 100})=114,48$ €
A-benn daou vloaz : $114,48 \times (1+ {6 \over 100}) = 121,3488$ €
Gallet hon defe skrivañ war-eeun : $108 \times (1+ {6 \over 100})\times (1+ {6 \over 100}) = 121,3488$ €


Priz ar gaz a zo digresket eus 3 %. Ar familh DUDU a baet 86 € dre vloaz. Pegement emañ o vont da baeañ ?
$86 \times ( 1− {3 \over 100}) = 83,42$ €
Skouer 5 :

Skouer 6 :
VI
Skeudennadur grafikel ar genfeurelezh
Perzh 1 :
Poentoù skeudennadur an degouezhioù a genfeurelezh a vez a-eeun gant orin an daveer.
Tu 'zo lâret ivez ez eo skeudennet an degouezhioù a genfeurelezh gant un eeunenn hag a dremen dre orin an daveer.
Skouer 1 :

N'eo ket a-eeun poentoù ar skeudennadur..
N'eo ket un degouezh a genfeurelezh.
Poentoù ar skeudennadur n'int ket a-eeun gant orin an daveer.
N'eo ket un degouezh a genfeurelezh.
Poentoù ar skeudennadur a zo a-eeun gant orin an daveer.
Un degouezh a genfeurelezh eo.

QUIZZ

Klikañ war ho respontoù.
Ma vez ezhomm da gaout 4 boul evit 3 den, pet boul a vo ezhomm evit 6 den ?10 boul8 boul4 boul
16 g sukr a zo ezhomm evit 4 den, hag evit 12 ?10 g8 g48 g
Ur bugel 10 vloaz a vuzul 1m30cm, petra vo e vent pa vo 20 vloaz ?2m601m30N'hallan ket respont
1 vell a goust 15 euro. Pegement a goust 50 mell ?65 euro 750 euro700 euro
Ma vez daou zorn gant pep hini eus an 40 bugel, pet dorn a zo etre tout ?52024080
Ur c'harr a red 230 km e 2h30min. E dizh keit a zo :60 km/h100 km/h92 km/h
Pegement eo 8 % eus 1200 € ?80 €96 €150 €
Petra eo tizh keit ur reder hag a red 400 m en 1 vunutenn ?4 km/h24 km/h40 m/s
Un dra a goust 1240 €. Digreskiñ a ra e briz eus 5 %. An distaol a vo kevatal da :62 €1178 €0,05 €
Ma vez digresket ur c'hementad eus 5 %, e vo liesaet dre :0,050,95-0,05
Bilhed ur c'harr-nij a goust 1 120 €. Un ti-beajiñ a ra un distaol eus 12 %. Paet e vo :1119,88 €134,4 €985,6 €