Rannadusted

  • Gouzout hag-eñ ez eo un niver anterin ul lieskement pe ur ranner eus un niver anterin all.
  • Simplaat ur gevrenn roet evit ma vo diredius.
  • Rannadenn euklidian (kosiant, rest).
  • Lieskementoù ha rannerien.
  • Meizad an niveroù kentael.
I
Termenadurioù
Termenadur 1 :
Lâret ez eo $a$ ul lieskement eus $b$ a dalv ez eus un niver anterin $k$ gant $a = b \times k$
Lâret 'vo ivez ez eo $a$ rannet dre $b$ pe c'hoazh ez eo $b$ ur ranner eus $a$.
Skouer 1 :
$18 = 3 \times 6 $ neuze ez eo 18 ul lieskement eus 3 (hag ivez ul lieskement eus 6).
6 a rann 18 ha 3 a rann 18. 6 ha 3 a zo rannerien eus 18.
Evezhiadenn 1 :
1 a rann an holl niveroù anterin ha neuze ez eo an holl niveroù lieskementoù dezhe o-unan.
Da skouer, $12=12 \times 1$ neuze 1 a rann 12 ha 12 a zo ul lieskement eus... 12.
II
Kriterioù rannadusted
Perzh 1 :
Un niver a zo rannadus dre 2 ma 'z eo 0,2,4,6 pe 8 sifr an unanennoù (pe ma 'z eo par an niver).
* Un niver a zo rannadus dre 3 ma 'z eo rannadus dre 3 sammad e sifroù.
* Un niver a zo rannadus dre 5 ma echu an niver dre 0 pe 5.
* Un niver a zo rannadus dre 9 ma 'z eo rannadus dre 9 sammad e sifroù.
* Un niver a zo rannadus dre 10 ma 'z eo 0 sifr e unanenn.
Skouer 1 :
3345 a zo rannadus dre 5 (an unanenn a zo 5)
ha dre 3 (3+3+4+5=15 ha 15 a zo rannadus dre 3)
III
Nivroù kentael
Termenadur 1 :
Un niver anterin a zo kentael ma 'n deus nemet daou ranner, 1 hag an niver e-unan.
Skouer 1 :
An niveroù kentael a zo : 2,3,5,7,11,13,17 …. 1 n'eo ket kentael peogwir en deus nemet ur ranner.
IV
Rannerien boutin
Termenadur 1 :
Lâret e vez ez eo $d$ ur ranner boutin da $a$ ha $b$ ma 'z eo $a$ ha $b$ rannadus dre $d$.
Skouer 1 :
2,3,5 a zo rannerien boutin da 60 ha 90.
Termenadur 2 :
Lâret e vez ez eo daou niver anterin kentael etreze ma 'z eo 1 o ranner boutin.
Skouer 2 :
42 hag 51 a zo kentael etreze.
Rannerien 42 a zo : 1,2,3,6,7,14,21,42.
Rannerien 51 a zo : 1,3,17,51.
Ar ranner boutin a zo 1, neuze ez eo 42 ha 51 kentael etreze.
Termenadur 3 :
E-touesk rannerien boutin daou niver $a$ ha $b$ ez eo anvet BRB $a$ ha $b$, skrivet BRB($a$;$b$), an hini brasañ anezhe.
Skouer 3 :
30 a zo BRB 90 ha 60. Skrivet e vez BRB(60;90)=30.
V
Digompozadur
Perzh 1 :
Kement niver nann kentael a c'hall bezañ digompozet e faktoroù kentael. N'eus nemet un digompozadur.
Skouer 1 :
$324 = 2 \times 162$
$ = 2 \times 2 \times 81 $
$= 2 \times 2 \times 3 \times 27 $
$= 2 \times 2 \times 3 \times 3 \times 9 $
$= 2 \times 2 \times 3 \times 3 \times 3 \times 3 $
$= 2^2 \times 3^4 $

QUIZZ

Klikañ war ho respontoù.
12366 a zo rannadus dre23594
12 ha 18n'int ket kentael etrezea zo kentael etrezeo deus 4 ranner boutino deus 3 ranner boutino deus 5 ranner boutin
Digompozadur 60 e faktoroù kentael a zo$ 2 \times 2 \times 3 \times 5$$ 4 \times 3 \times 5$$ 1 \times 2 \times 2 \times 3 \times 5$$ 2^2 \times 3 \times 5$$ 1 \times 4 \times 3 \times 5$
Rannerien 126 a zo23594