Spas ha mentoniezh : Daveañ

  • Daveañ war un eeunenn dereziet, e-barzh ar plaen gant un daveer skouer, e-barzh ur pavez.
  • Absisenn, urzhienn, uhelder.
  • Ledenn, hedenn.
  • Implijout, produiñ ha liammañ skeudennadurioù ar soludoù ha degouezhioù er spas.
  • Diorenn ar sell er spas.
I
Daveañ war un ahel
Termenadur 1 :
Un eeunenn dereziet a zo un eeunenn gant ur poent anvet Orin, unan all anvet Unanenn hag un tu.
Termenadur 2 :
War un eeunenn dereziet ez eo skeudennet pep poent gant un niver relativel. Lâret e vez ez eo an niver-mañ absisenn ar poent-se.
Skouer 1 :

Absisenn A a zo (-2), skrivet eo A(-2). B a zo +4,5 e absisenn, skrivet e vo neuze B(+4,5).

Skouer 2 :
Evezhiadenn 1 :
0 a zo orin an eeunenn dereziet.
II
Daveañ e-barzh ar plaen
Termenadur 1 :
Un daveer skouer eus ar plaen a zo graet gant div eeunenn dereziet skouer. Ar memes orin a zo dezhe. An eeunenn a-blaen a zo anvet ahel an absisennoù hag an hini a-blom a zo ahel an urzhiennoù.
Termenadur 2 :
Pep poent a zo lec'hiet gant daou niver anvet kenurzhiennoù ar poent. An niver kentañ a zo absisenn ar poent hag an eil a zo an urzhienn.
Skouer 1 :

Amañ ez eo -1 absisenn ar poent A ha 2 e urzhienn.
Kenurzhiennoù A a zo (-1; 2). Skrivet e vo : A(-1; 2)
4 a zo absisenn B ha 3 e urzhienn.
Kenurzhiennoù B a zo (4; 3).
Skrivet e vo : B(4; 3)

III
Daveañ er spas
Perzh 1 :
Gallout a reer daveañ e-barzh ur pavez. Unan eus ar begoù a vo an orin, an absisenn hag an urzhienn a vo war diaz ar pavez hag an uhelder war an trede kostez.
3 ahel hon eus neuze : absisenn, urzhienn hag uhelder. Gante e c'hallimp daveañ ar poentoù gant un tripled.
Skouer 1 :

Amañ e tibabomp :
(AB) da absisenn, (AC) da urzhienn, (AD) da uhelder.
Tripledoù pep poent a zo :
A (0;0;0) a zo an orin.
B (5;0;0)
E (5;4;0)
F (0;4;4)

IV
Pleustriñ :