Ar soludoù

  • Impiljout, sevel hag ober al liamm etre skeudennadurioù soludoù ha degouezhioù er spas.
  • Dioren ar sellva er spas.
I
Prism skouer
Termenadur 1 :
Ar prismoù skouer a zo soludoù gant :
- 2 dal stumm poligonoù gante, parallelek ha dreistlakaus, anvet diazoù
- talioù skouergornek skouer d'an diazoù, anvet talioù kostezel.

Evezhiadenn 1 :
Ar pavezioù hag ar c'huboù a zo prismoù heverk
Skouer 1 :
Patrom ar prismoù skouer


II
Kranenn-dro
Termenadur 1 :
Ar c'hranennoù-tro a zo soludoù gant :
- 2 zisk dreistlakaus, anvet diazoù
- ur gorread o kelc'hiañ an diazoù, emañ e batrom ur skouergorneg, anvet gorread kostezel.

III
Ar piramidennoù
Termenadur 1 :

Ar piramidennoù a zo soludoù emañ o diaz ur poligon hag o zalioù koztezel a zo tric'hornioù gant ur beg boutin.
Anvet eo uhelder an hed etre ar beg hag an diaz.

Termenadur 2 :
Ur biramidenn reoliek a zo ur biramidenn emañ he zalioù stumm tric'hornioù izoskelel dreistlakaus.
IV
Konoù-tro
Termenadur 1 :

Ar c'honoù-tro a zo soludoù savet en ur lakaat un tric'horn skouer da dreiñ tro-dro d'unan eus kostezioù ar c'horn skouer.