- Anavezout an degouzheioù a genfeurelezh pe get.
- Diskoulmañ en ur implijout ar pedervet kenfeurel.
- Diskoulmañ gant an dregantadoù.
- Kenefeder kenfeurelezh.
Termenadur 1 :
Un daolenn genfeurelezh a zo un daolenn a c'haller tremen eus al linenn gentañ d'an eil en ur liesad atav dre ar memes niver anvet
kenefeder kenfeurelezh.
Skouer 1 :
Gwerzhet eo an esañs hep plom 1,34 € dre litr. Kenfeurel eo ar c'hementad a esañs gant ar briz.
Un daolenn genfeurelezh a zo neuze :
II
Peurleuniañ an taolennoù kenfeurelezh
Skouer evit displegañ an doareoù.
Sed aze un daolenn genfeurelezh da beurleuniañ.
Dindan 4 eurvezh e redomp 10 km.
En 1 eurvezh e redomp neuze 4 gwech nebeutoc'h a hed da lâret eo 10 : 4 = 2,5 km
Dindan 6 eurvezh e redomp neuze 6 gwech muioc'h eget en 1 eurvezh, da lâret eo $2,5 \times 6=15$ km
Evit diverañ :
B
Gant ar c'henefeder kenfeurelezh
Klasket e vo dre beseurt niver ez eo ret liesad 4 evit kaout 10. $4 × ... = 10$. An niver ${10 \over 4 } = 2,5$ eo.
$6 \times 2,5=15$
C
En ur implijout perzhioù an taolennoù kenfeurelezh
Perzh 1 :
Gant an taolennoù kenfeurelezh e c'haller :
- liesad/rannañ ur golonenn dre un niver
- sammad/lemel kolonennoù etreze.
Termenadur 1 :
War ur steuñv ez eo kenfeurel an hirderioù gant an hirderioù gwir.
Ar c'henefeder a servij da vont eus an hirderioù gwir da hirderioù ar steuñv (embannet gant ar memes unanenn) a zo anvet
skeul ar steuñv.
Skouer 1 :
Ar skeul 1/5000 (ou $1 \over 5000$) a zo gant ar gartenn amañ e-kichen.
An dra-mañ a dalv ez eo an hirderioù gwir 5000 gwech brasoc'h eget reoù ar steuñv.
Neuze, 1 cm war ar steuñv a zo 5000 cm en gwirionez, pe 50 m.
Termenadur 1 :
Un dregantad a $t$ % a dalv ur feur a $t \over 100$.
Lakaat ur feur $t$ % d'ar c'hementad a zo kement ha jediñ $t \over 100$ eus ar c'hementad-mañ.
Skouer 1 :
En ur c'hlasad 30 skoliad, 20 % eus ar skolidi o deus dibabet al Latin
Jedet e vo neuze $20 \over 100$ eus $30$ :
${20 \over 100} \times 30 = 0,2 \times 30 = 6$
6 skoliad o deus dibabet al Latin.
Termenadur 2 :
Kavout un dregantad a zo kement ha reiñ ar feur gant
an anver kevatal da 100.
Skouer 2 :
Ur vantell a gouste 146 € ha kresket eo bet ar briz eus 29,2 €. Petra eo dregantad ar c'hresk ?
Feur ar c'hresk a zo $29,4 \over 146$.
Met ${29,4 \over 146 }= 0,2 = {20 \over 100} = 20$ %
Priz ar vantell a zo kresket eus 20 %.
Gallout a reomp implijout un daolenn genfeurelezh ivez :