Kevrennoù ha kosiant

  • Keñveriañ, renkañ, sterniañ niveroù rasionel.
  • Kavout ha lec'hiañ un niver rasionel war un eeunenn dereziet.
  • Urzh an niveroù rasionel gant ar skritur degel pe kevrennel.
  • Kevatalder ar c'hevrennoù.
  • Implijout meur a skeudennadur eus an niveroù (skritur degel pe kevrennel, skrivad skiantel, lec'hiañ war un eeunenn dereziet) ; tremen eus an eil skeudennadur d'egile.
  • Jediñ gant kevrennoù (sammad, diferañs, produ).
I
Termenadur-Geriaoueg
Termenadur 1 :
Bezet daou niver $n$ ha $d$ ($ d \ne 0$). Kosiant $n$ dre $d$ a zo an niver a roio $n$ pa vo liesaet dre $d$. Gallout a ra bezañ skrivet gant ar skritur kevrennel : $n \over d$. $n$ a zo an niverer ha $d$ an anver.
$n \over d$ a zo disoc'h rannadenn $n$ dre $d$.
$n \div d = {n \over d }$
Skouer 1 :
Liesaat a ran an niver 5 dre $6 \over 5$ evit kaout 6 : $5 \times {6 \over 5} = 6$
Kosiant 8 dre 9 a zo $8 \over 9$.
Termenadur 2 :
Ur gevrenn a zo ur skritur kevrennel o vezañ an niverer koulz hag an anver niveroù anterin.
II
Skriturioù kevrennel kevatal
Perzh 1 :
Ne cheñch ket talvoud ur c'hosiant pa vez liesaet (pe rannet) e niverer hag e anver dre ur memes niver nann nul ($\ne 0$).
${a \over b} = {{a \times k} \over {b \times k}} = {{a \div d} \over {b \div d}}$
Skouer 1 :
${5 \over 7} ={{5 \times 8} \over {7 \times 8 }} = {40 \over 56} $
${110 \over 30} = {{110 \div 10 } \over {30 \div 10}} = {11 \over 3}$ (lâret e vez ez eo bet simplaet ar gevrenn)
Perzh 2 :
Un niver $a$ a zo rannadus dre un niver $b$ ma 'z eo kevatal rest rannadenn euklidian $a$ dre $b$ da $0$. Gant se e c'haller prouiñ kriterioù rannadusted.
Neuze, $a$ a rann $b$ ma vez : $a= b \times k + {0}$ pe $a= b \times k$
Evit gouzout dre beseurt niver e c'haller rannañ an niverer hag an anver e c'haller implijout kriterioù ar rannadusted : sellet ouzh ar pennad Rannadusted.
III
Keñveriañ kevrennoù
Perzh 1 :
Evit keñveriañ kevrennoù e c'haller :
reduiñ anezhe er memes anver ha keñveriañ an nivereroù (tu an digevatalder a vo heñvel evit ar c'hevrennoù)
Skouer 1 :
Keñveriañ $6 \over 4$ ha $14 \over 12$ :
Reduet evez er memes anver (12) : $ {6 \over 4} ={ {6 \times 3} \over {4 \times 3}} ={ 18 \over 12}$
Keñveriet e vez $18 \over 12$ ha $14 \over 12$ ; $18>14$
neuze ${18 \over 12} >{14 \over 12}$
neuze ${6 \over 4} >{14 \over 12}$
Perzh 2 :
Evit keñveriañ kevrennoù e c'haller :
reduiñ anezhe er memes niverer ha keñveriañ an anveroù (tu an digevatalder a vo ar c'hontrol eus hini ar c'hevrennoù).
Skouer 2 :
Keñveriañ $8 \over 12$ ha $16 \over 20$ :
$ {8 \over 12} = {{8 \times 2}\over {12 \times 2}}= {16 \over 24}$, keñveriañ a reomp neuze $16 \over 24$ ha $16 \over 20$ ; $24>20$
neuze ${16 \over 24} < {16 \over 20}$ hag ${8 \over 12}<{16 \over 20}$.
Perzh 3 :
Evit keñveriañ kevrennoù e c'haller :
keñveriañ o skritur degel.
Skouer 3 :
Keñveriañ $5 \over 2$ ha $7 \over 4$ :
${5 \over 2} = {5 \div 2}={2,5}$ ha ${7 \over 4}={7 \div 4}={1,75}$
evel ma 'z eo ${2,5}>{1,75}$ neuze ${5 \over 2}>{7 \over 4}$
Perzh 4 :
Evit keñveriañ kevrennoù e c'haller :
lec'hiañ anezhe war un eeunenn dereziet.
Skouer 4 :
IV
Talvoud nesaet ur c'hosiant
Termenadur 1 :
Evit ur renk roet ez eo :
- beskadur un niver e dalvoud nesaet dre ziouer.
- talvoud rontaet un niver e dalvoud nesaet tostañ (dre ziouer pe diwar re).
Skouer 1 :

Sterniet e vo $23 \over 7$ ha $23 \div 7 \approx 3,285714286$
RenkSterniadur gant an talvoudoù nesaet dre ziouer ha diwar reBeskadurTalvoud rontaetAhel dereziet
D'an unanenn$3<{23 \over 7}<4$33
D'an dekvedenn$3,2<{23 \over 7}<3,3$3,23,3
D'ar c'hantvedenn$3,28<{23 \over 7}<3,29$3,283,29
D'ar milvedenn$3,285<{23 \over 7}<3,286$3,2853,286

V
Oberiadennoù gant ar skriturioù kevrennel
Perzh 1 :
Sammañ / Lemel :
Evit sammañ pe lemel daou niver e skritur kevrennel ez eo ret :
- reduiñ anezhe er memes anver (ma n'eo ket graet dija) ;
- sammañ pe lemel an nivereroù ha mirout an anver.
Skouer 1 :
${2 \over 3} + {5 \over 3} = {7 \over 3}$
$ {3 \over 6}+{4 \over 18} = {{3 \times \textbf{ 3}} \over{6 \times \textbf{ 3}}}+{4 \over 18} = {9 \over 18}+{4 \over 18}={13 \over 18}$
$ {{3 \over 7}-{2 \over 10}} = {{3 \times \textbf{ 10}}\over{7 \times \textbf{ 10}}} – {{2 \times \textbf{ 7}} \over {10 \times \textbf{ 7}}} = {{30 \over 70}-{14 \over 70}} = {16 \over 70}$
Perzh 2 :
Liesad :
Evit liesaat daou niver e skritur kevrennel ez eo ret :
- liesaat an nivereroù etreze.
- liesaat an anveroù etreze.
Skouer 2 :
${{3 \over 4} \times {5 \over 6}}={{{3} \times {5}}\over{{4} \times {6}}} = {15 \over 24}$

QUIZZ

Klikañ war ho respontoù.
Simplaat ${90 \over 54} $ d'ar muiañ ma 'z eo posupl$3 \over 2$ ${5 \over 3}$${10 \over 6}$${30 \over 18}$
Jediñ $ {11 \over 4} + {9 \over 2} $ ${29 \over 4}$${20 \over 4}$${20 \over 2}$${20 \over 6}$
Jediñ $ {11 \over 6} - {9 \over 2} $${16 \over 6}$ ${- 8 \over 3}$ ${- 16 \over 6}$${2 \over 4}$